Abonnez-vous à la newsletter Les fondamentaux. Je m'abonne

Accueil > Enseignement bilingue > Breton > An oabl hag an Douar

Ahel tro an Douar

Penaos displegañ e vez deiz war-lerc’h an noz ?

Avec le soutien de la région Bretagne et de l’académie de Rennes.

Partage

  • Intégrer la vidéo
Copier le code d'intégration :

Taille de la vidéo : x pixels

Lire la transcription

-Diwezhat eo, morlaer bihan.
N'out ket kousket ?
Riv 'peus marteze ?
Hag aon rak an deñvalijenn un tammig ?
Aon a vez rak an traoù ha ne gomprener ket re vat…
Lakaet vo gouloù ?
Pa vez noz, eo ret soñjal e vez deiz en tu all d'an Douar…
Perak eta ?
Ront eo an Douar evel ar volotenn-mañ.
Ne c'hell an heol sklêrijennañ nemet diouzh un tu…
Gwelet a rez ar sklêrijenn war ar volotenn ?
Hag al lec'h m'eo teñval ?
Mat tre…
Soñj emaout o pourmen war ar volotenn-se…
Pegen iskis ! Ne gav ket dit ?
Diouzh un tu e vez deiz atav ha diouzh un tu all e vez noz bepred.
E-giz-se e vez war an Douar ?
Ne vez ket…
War an douar e vez deiz, war-lerc'h an noz.
Ha perak ?
Sklêrijenn a zo deuet dit !
Treiñ a ra an heol en-dro d'an Douar a gav dit ?
E-giz ma soñje Ptoleme, ur steredour meur eus an Henamzer.
Evitañ, e oa an Douar e-kreiz an hollved hag ar planedennoù all a oa o treiñ en-dro d'an Douar…
Al loar, a-dostoc'h, an heol, a-belloc'h…
Kaer ar mennozh…
Met gaou penn-da-benn !
Ha ret gortoz mil bloaz c'hoazh, a-raok ma vefe kavet gant Copernic ne oa ket an Douar e-kreiz an Hollved…
… hag e oa an heol difiñv, an holl blanedennoù all o treiñ tro-dro dezhañ, an Douar en o zouez…
Met ma vez anv c'hoazh hiziv an deiz eus Kopernik, ez eo abalamour d'e gavadenn dispar.
Gwelet diouzh an heol, eo anat e tro an Douar warnañ e-unan.
Evel ma drofe an Douar en-dro d'un ahel Norzh-Su.
Troet heñvel dalc'hmat e-keñver an heol.
Dre ma tro an Douar warnañ e-unan, e teu an deiz war-lerc'h an noz war an tamm douar-mañ.
Bremañ e ouzout e vez an Douar o treiñ !
Ha sell, emañ dija an heol o sevel.
Devezh mat dit, morlaer bihan !

Téléchargement

Vous êtes enseignant

  • Fiche pédagogique bientôt disponible

Vous êtes parent

  • Fiche parent bientôt disponible