Abonnez-vous à la newsletter Les fondamentaux. Je m'abonne

Deskrivañ ar pavez skouer

Penaos deskrivañ ar pavez skouer ? Penaos klask e berzhioù ?

Avec le soutien de la région Bretagne et de l’académie de Rennes.

Partage

  • Intégrer la vidéo
Copier le code d'intégration :

Taille de la vidéo : x pixels

Lire la transcription

-Ata, soludoù!
Mat ar jeu ganeoc'h ?
Gwell a-se, ur c'hasting emaon oc'h ober.
Klask a ran ur pavez evit c'hoari perzh ur voest-botoù en ur film.
Deus ta, ma faotr, arabat dit kaout aon.
Ur pavez brav out !
Diskouezh din da dalioù skouergornek !
Unan…daou…tri… pevar…pemp… ha c'hwec'h. Kaer eo da dalioù skouergornek.
Sellomp bremañ ouzh da ventoù.
Kontomp pet ker a zo.
Unan… daou… tri… pevar… pemp, c'hwec'h, seizh, eizh, nav, dek, unnek, daouzek ! Dreist !
Mat eo ar gont !
Sellomp bremañ ha tapet e vet mat ar gouloù gant ar begoù.
Unan… daou… tri… pevar… pemp, c'hwec'h, seizh, eizh beg.
Mat tre!
Ur pavez brav-tre out !
Barrek evit ar sinema.
Met, mentoù mat 'peus evit c'hoari perzh ur voest-botoù ?
Ma, re vihan out evit ar perzh-se !
Met mat evit perzh ar voest-bravigoù.
Un aktour all!
Diskouezh din ar c'hwec'h tal skouergornek !
an daouzek ker, an eizh beg.
Da ventoù zo direbech, met me a soñj din out re izel evit bezañ ur voest-botoù.
Ur perzh all am eus evidout avat. Gant un tammig livaj e c'helli bezañ ul levr brav-tre !
Ma. sellomp hag-eñ ez aio, ma faotr.
C'hwec'h tal skouergornek 'peus, daouzek ker, eizh beg…
Ar mentoù mat evit ar voest-botoù 'peus.
Sellomp !
Dreist !
Trugarez, pavezioù.
Ganeoc'h 'meus tri aktour eus ar c'hentañ evit ar perzhioù pennañ : ar voest-botoù, al levr hag ar voest-bravigoù.
Prest oc'h ?
Krogomp gant ar filmañ.
Avañturioù burzhudus ur voest-botoù.
Deomp dezhi !

Téléchargement

Vous êtes enseignant

  • Fiche pédagogique bientôt disponible

Vous êtes parent

  • Fiche parent bientôt disponible