Abonnez-vous à la newsletter Les fondamentaux. Je m'abonne

Dispartiañ prismoù diouzh piramidennoù

Petra a zisparti ar prismoù diouzh ar piramidennoù ?

Avec le soutien de la région Bretagne et de l’académie de Rennes.

Partage

  • Intégrer la vidéo
Copier le code d'intégration :

Taille de la vidéo : x pixels

Lire la transcription

-Opala, soludoù !
Ret e vo dispartiañ ac'hanoc'h !
Ar re vihan dirak, ar re vras a-dreñv.
Dousik !
An holl soludoù n'int ket... ken solut ha te.
Setu, gwelloc'h eo!…
Met mesk-ha-mesk emaoc'h c'hoazh.
Se n'ez a ket, tamm ebet.
Mat, Ar prismoù diouzh un tu, ar piramidennoù diouzh an tu all.
Gwelet a ran, n'ouzoc'h ket, piv en ho touez, a zo ur biramidenn ?
Tamm ebet.
Koulskoude, ur prism bihan koantig out te.
Sell.
Kerioù 'peus, talioù skouergornek, ha daou dal arlakadus.
Dreist !Brav kenañ out.
Ha bez ez eus prismoù a bep seurt stummoù.
Ar biramidenn, avat, honnezh a zo disheñvel krenn.
Sell, te, da skouer, ya, te, an hini heñvel ouzh ur biramidenn ejipsian.
Te ivez, peus kerioù… begoù, un tal hag a c'hell kaout stumm… n'eus forzh peseurt poligon!
Ha da dalioù a zo holl tric'hornioù.
Aes tre, n'eo ket ?
Prismoù ha piramidennoù a c'hell bezañ treset pe lakaet a-blaen.
Berr-ha-berr : un prism en deus daou dal hag a zo poligonoù arlakadus.
Skouergornegoù eo an talioù all.
Ur biramidenn avat, he deus un tal hag a zo ur poligon.
An talioù all a zo holl tric'hornioù.
Ma, soludoù komprenet 'peus ?
Piramidennoù diouzh un tu, prismoù diouzh un tu all.
Mat eo.
Brav !
Dispar oc'h.
Ha te, n'ouzout ket da belec'h mont ?
Sell : daou diaz arlakadus 'peus… hag an talioù all a zo holl skouergornegoù.
Setu, ur prism out, te.
Opala, ar soludoù… zo traoù solut !

Téléchargement

Vous êtes enseignant

  • Fiche pédagogique bientôt disponible

Vous êtes parent

  • Fiche parent bientôt disponible