An amzer lakaet gant an Douar evit treiñ
E-pad pegeit e tro an Douar warnañ e-unan.
Avec le soutien de la région Bretagne et de l’académie de Rennes.
Lire la transcription
-Demat dit, morlaer bihan!
Kousket mat ?
Lavar din eta, penaos e tremen devezh ur morlaer.
Hervez plas an heol en oabl e fiñv ar skeud.
Sikour a raio evit merkañ ar pezh a rez…
Neuze da seizh eur e tebrez da zijuni.
Ha goude-se ez ez d'en em walc'hiñ… da nav eur e pignez er bourzh da vag… evit mont da besketa e-kreiz ar mor bras.
Tro unnek eur, e tapez ur pesk.
Ha distro e vi 'tro kreisteiz, da boent lein.
Goude-se e rez ur pennad kousk.
Ha neuze eo poent ober un tamm labour.
Ha buan e teu c'hwec'h eur d'abardaez.
Poent ober un tamm kempenn war an enezenn…
Ha prestik e vo poent koan !
Un devezh leun-mat eo da hini, morlaer bihan !
Gwechall e veze anvet gnomon an horolaj-skeud-iskis-se.
Met emañ an heol o vont da guzh,
Ha bremaik e vo noz !
Ne vo ket gwelet ar skeud ken !
Ha setu, hanternoz eo, pe peder eur warn-ugent eur.
Un devezh nevez zo o kregiñ, rak 24 eurvezh e pad un devezh penn-da-benn, amzer d'an Douar d'ober un dro leun warnañ e-unan.
24 eurvezh !, padal e krog an deiz gant ar sav-heol hag e echu gant ar c'huzh-heol.
Mat e vefe dit mont da gousket abretoc'h, morlaer bihan!
Ne vefes ket ken skuizh.
Téléchargement
Vous êtes enseignant
Vous êtes parent