-Brav, morlaer bihan !
Kuzhet mat 'peus da deñzor.
Den ne oar e pelec'h emañ douaret bremañ…
Na te zoken !
Peus ket graet kartenn ebet ?
Eüruzamant 'm eus gwelet ac'hanout o kuzhat da deñzor, etre ar wezenn-goko hag ar graoñenn-goko, du-hont…
Pas ken tost ouzh ar graoñenn-goko.
Ur c'hammed etrezek ar wezenn-gokoz...
Tost-tre emaout…
Deuet eo ganit, morlaer bihan !
Ret eo kavout un toull-kuzh gwelloc'h ha lak merkoù resis war ur gartenn (evit en em lec'hiañ).
Setu ar merk kentañ.
Mat-tre !
Ur merk all a c'hellfes kavout ?
Ata, klask mat…
Penaos kavout un hent war-dro ar wezenn-goko-mañ ?
Un dra a vez gant ar vartoloded...
Un nadoz-vor ! Dreist !
Ganti, ne c'helli ket koll an norzh !
Arabat pennfolliñ.
Dastum an tammoù eus da nadoz-vor.
Kempennet e vo buan.
An nadoz eo a gont en un nadoz-vor !
Forzh pelec'h e vi war an Douar, e vo diskouezet an norzh ganti bepred…
Bremañ p'hon eus kavet an Norzh hag ar Su, e c'hellimp kavout ar pevar avel… ar reter, tu ar sav-heol, hag ar c'hornôg, tu ar c'huzh-heol.
Rod an avelioù eo an dra-mañ…
Kement a betalennoù ha rodoù an avel he deus ar vleunienn-mañ.
Ha setu, kempennet eo bet da nadoz-vor penn-da-benn.
Pemp kammed etrezek an norzh, o loc'hañ eus ar wezenn-goko ! Kuzhet-mat eo da deñzor !
Gant ar gartenn-mañ e c'helli atav adkavout anezhañ…
Nemet ma vefe laeret ar gartenn diganit, evel-just…
Met se a zo un istor all…
Avel vat, morlaer bihan !