Peseurt tu e tro an Douar
Peseurt tu e tro an Douar ?
Avec le soutien de la région Bretagne et de l’académie de Rennes.
Lire la transcription
-Arabat fuloriñ, morlaer bihan !
Ruz a-walc'h out evel se !
An disheolier zo chomet en e blas, Paloma n'he deus graet netra.
Sur-mat oc'h n'eo ket an heol en deus fiñvet en oabl ?
Lavaret brav, Paloma, nemet ne fiñv ket an heol.
Ouzhpenn pemp kant vloaz zo, en deus prouet Copernic e oa an heol ur blanedenn difiñv.
Touellet out bet, Paloma…
An aesañ, evit kompren, a vefe mont da welet… eus an uhel…
Pa sellit eus an Douar, e soñj deoc'h e tro an heol en-dro d'an Douar.
Eus an egor avat, e weler mat ez eo difiñv an heol hag e tro an Douar warnañ e-unan en un devezh.
Ouzhpenn-se e ra an Douar tro an heol en ur bloavezh!
…Ma ! Paloma, an Douar o treiñ en deus roet da grediñ d'ar morlaer poa diblaset an disheolier…
Ha lakaat an dud da soñjal e ra an heol tro an Douar…
… ha koulskoude en deus tapet ar morlaer un taol-heol peogwir e tro an Douar warnañ e-unan.
Ne ket dav klask sikan !
An Douar a dro atav e tu kontrol an horolaj.
An heol ne fiñv ket.
E gwirionez eo an Douar, dre ma tro warnañ e-unan, a ro da soñjal e sav an heol er reter hag ez a da guzh er c'hornôg…
Dalc'h soñj eus an dra-se kentañ tro ma laki an disheolier.
Arabat krediñ forzh petra ! an Douar n'eo ket kreiz ar bed… hag ar bed a dro, a-dro… hepdomp.
Téléchargement
Vous êtes enseignant
Vous êtes parent