-Degemer mat deoc'h holl!
Ezhomm am eus eus ho sikour evit echuiñ kinkladur hor pezh-c'hoari.
Daou savadur geometrek vo graet !
Goustadik tudoù, ur roll vo evit pep hini.
Daou savadur zo d'ober, setu e vo savet daou strollad.
Penaos dispartiañ ac'hanoc'h ?
Gwir eo. Memes familh oc'h, hini ar prismoù.
Talioù skouergornek 'peus.
Met, perak n'oc'h ket heñvel ?
Ma, te neuze.
Ya,te.
Pet tal skouergornek 'peus : unan, daou, tri… tal skouergornek.
Hag unan… daou dal tric'horn.
Da dalioù n'int ket holl skouergornegoù.
Piv n'en deus nemet talioù skouergornek ?
Ar re-se, war an tu kleiz.
Hag ar re all, war an tu dehoù.
Dispar ! Krogomp gant an tu kleiz.
Petra zo bihanig ?
N'ouzout ket pet tal skouergornek 'peus ?
Kontomp anezho.
Unan…daou… tri…
Pevar… pemp…… ha c'hwec'h ! C'hwec'h tal skouergornek 'peus.
Ha da dalioù enep zo heñvel-mik (o ment) hag arlakadus.
Dreist !Kae war an tu-kleiz, gant ar re c'hwec'h tal skouergornek.
C'hwi a zo prismoù ispisial: Pavezioù oc'h.
Te, aze, a-dreñv ar prismoù!
Ya, te, ar c'hub bihan !
N'ouzout ket da belec'h mont ?
Sell!
Unan, daou, tri, pevar, pemp… ha c'hwec'h, c'hwec'h tal karrez 'peus te!
Peogwir eo ur c'harrez ur skouergorneg, out te ur pavez.
Ya, ar c'huboù zo pavezioù ivez!
Pep hini en e blas !
An dud zo o tont.
Arabat koll amzer!
Kit d'ho plas d'ober ar savadurioù.
Maaa…!Brav-tre, ar pavezioù !
Kaer-meurbet eo.
Trugarez d'an holl.
Sed aze daou savadur kaer.
Kroget e vo !
Met chit,arabat deoc'h bezañ gwelet a-raok an abadenn !