Tresañ patrom ur pavez skouer
Penaos tresañ patrom ar pavez skouer ? Peseurt pazennoù evit sevel anezhañ ?
Avec le soutien de la région Bretagne et de l’académie de Rennes.
Lire la transcription
-Opala, sifernet out, paour kaezh pavez.
Gouzout a ran, n'eo ket aes c'hoari perzh ur voest-botoù.
Penaos e vo graet ?
Dav deomp filmañ a-benn teir minutenn.
Ya, mat-tre…
Fardet e vo ur voest-botoù nevez da c'hoari en da blas, peogwir out klañv.
Da gentañ, tresomp patrom ar pavez a gemero da blas.
Kemeromp ur follenn-gartoñs solut.
Arabat dit mont kuit !
Ezhomm hon eus ac'hanout !
Emaomp o vont da dresañ roudoù da dalioù.
Kae war ar c'hartoñs, e-kreiz.
Setu, tresañ a ran troinenn da dal-dindan.
Dreist.
Treset hon eus roud unan eus da c'hwec'h tal skouergornek.
Bremañ, tresomp ar pemp tal all.
Tro war da gostez.
Pep roud eus an talioù skouergornek a rank klotañ gant ar roud treset just a-raok.
Mat-tre !
Ne chom nemet ur roud d'ober en tu-mañ…
Ha setu. Pevar roud a-eeun eus an talioù skouergornek.
Sell !
Memes livioù eo an talioù enep.
Ya, ar gwir a zo ganit.
Chom a ra c'hoazh daou dal enep a rankomp tresañ o roudoù.
Ha ma vefent lakaet a bep tu unan eus an talioù ?
Kae en da blas.
Dreist !
Evel ma welez, ez eus meur a zoare da lakaat roudoù ur patrom.
Tu a vefe da lakaat an daou roud diwezhañ amañ, kentoc'h eget aze ha ne vefe diforc'h ebet.
Ha setu ! kaer eo patrom ar pavez ganeomp.
Ne chom nemet didroc'hañ anezhañ d'ober… ha plegañ anezhañ en ur heuliañ ar c'herioù.
Krouet hon eus ur pavez kaer-tre!
Un tamm livaj hag echu !
Setu ur voest-botoù nevez heñvel-mik ouzhit.
Met, n'eo ket echu da sifern.
Gwelloc'h dit diskuizhañ !
Ar voest all a gemero da blas ken a vi pare.
Pep hini en e blas !
Gwall-lamm ar voest-botoù.
O treiñ emañ !
Téléchargement
Vous êtes enseignant
Vous êtes parent